a : 'M eus aon 'm eus kollet ma c'hartenn vank.
b : C'hoazh ! 'Vefe ket chomet 'ba' du-se kentoc'h ?
a : Nann, tennet 'm eus bet arc'hant dek munut zo.
b : P'lec'h 'toa lakaet 'ne'i goude-se ?
a : Amañ, 'ba' chakot ma chupenn... Sell toull eo....
b : Mat 'vefe dit disklêriañ da golladenn hep daleañ re.
a : 'H an d'o'r se diouzhtu-kaer. Da hezoug zo ganit ?
b : Ya, dal... 'Vefe ket fall dit takonañ da zilhad un dro bennak...
a : 'M eus aon em eus kollet ma c'hartenn vank.
b : C'hoazh ! Ne vefe ket chomet du-se kentoc'h ?
a : Nann, tennet em eus bet arc'hant dek munut zo.
b : Pelec'h az poa lakaet anhezi goude-se ?/p>
a : Amañ, e chakot ma chupenn... Sell toull eo....
b : ...Mat e vefe dit disklêriañ da golladenn hep daleañ re.
a : Ez an d'ober se diouzhtu-kaer. Da bellgomzer hezoug zo ganit ?
b : Ya, dal... Ne vefe ket fall dit takonañ da zilhad un dro bennak...
Lemel➣ enlever, ôter
Souezhus➣ étonnant
Bev➣ vivant
Cheñch➣ changer
Loer°➣ chaussette
Bank➣ banque
Du-se➣ chez-toi, chez-vous
Kentoc'h➣ plutôt
Tennañ➣ retirer
Munut➣ minute
Chakot (où)➣ poche (s)
Toull➣ troué
Disklêriañ➣ déclarer
Kolladenn° (où)➣ perte (s)
Daleañ➣ tarder
Diouztu-kaer➣ sur le champ
Pellgomzer (hezoug)➣ téléphone portable
Takonañ➣ rapiécer, raccommoder
Un dro bennak➣ un jour ou l'autre
......
'Vefen | je serais | Ne vefen ket | je ne serais pas |
'Vefes | tu serais | Ne vefes ket | tu serais pas |
'Vefe | il/elle serait | Ne vefe ket | il/elle serait pas |
'Vefemp | nous serions | Ne vefemp ket | nous serions pas |
'Vefec'h | vous seriez | Ne vefec"h ket | vous seriez pas |
'Vefent | ils/elles seraient | Ne vefent ket | ils/elles seraient pas |
'Vefed | on serait | Ne vefed ket | on serait pas |
Am(em) befe | j'aurais | N'am befe ket | je n'aurais pas |
Az(ez) pefe | tu aurais | N'az pefe ket | tu n'aurais pas |
en (he) defe | il (elle) aurait | N'en (he) defe ket | il/elle n'aurait pas |
Hor befe | nous aurions | N'hor befe ket | nous n'aurions pas |
Ho pefe | vous auriez | N'ho pefe ket | vous n'auriez pas |
O defe | ils/elles auraient | N'o defe ket | ils/elles n'auraient pas |
1. ne vefen ket souezhet.
ne vefen ket dipitet.
ne vefen ket kontant.
3. Ma vefe gwir e vefe souezhus.
Ma vefe deuet e vefe souezhus.
Ma vefe bev e vefe souezhus.
5. Ma vefent deuet ne vefen ket chomet.
Ma vefe deuet ne vefemp ket chomet.
Ma vefec'h deuet ne vefe ket chomet.
2. Mat e vefe lemel se.
Ret e vefe lemel se.
Brav e vefe lemel se.
4. Mat e vefe dit cheñch dilhad.
Mat e vefe dit cheñch loeroù.
Mat e vefe dit cheñch roched.